Constance de Bretagne

vendredi 24 avril 2020



Critique parue dans Al Liam (n°406). Merci à la revue de m'avoir autorisé à la mettre sur mon blog:
Pierre Ier de Bretagne (1213-1237), Un capétien sur le trône ducal, 
gant Eric Borgnis Desbordes,
Yoran embanner, 288 pajenn, 17 euros.



P'am boa resevet al levr em boa  soñjet e vije e lenn un doare labour-skol. Desket em us ur bern traou evel-just met lennet em eus an oberenn evel ur romant. Diaes eo ijinañ ur vuhez ken avanturus hag hini Per Brizhkloareg. Dias chom hep bezañ dedennet gant personelezh an den gant e froudennoù, e fazioù, e duioù feuls hag itriker met ivez gant e galonegezh, e fealded e-keñver dugelezh Breizh hag hêrezh e vab, Yann Iañ, hag e varregezh politikel. Ne oa Ne oa ket sioul ar saviad evit Breizh paket etre ar gKapesianed hag ar bPantagenêt gant noblañsou oc'h itrikañ ken ma c'hellent hag o cheñch tu ken alies all.
Ur wech echu al levr e kaver en deus ar rener Kapesian roet un diazez d'ur Vreizh modernoc'h gant ur galloud dugel kreñvoc'h, digresket galloudoù an Iliz ha lec'hiet Breizh war an dachenn etrebroadel daoust dezhañ bezañ bet rejant an dugelezh nemetken... Arabat klask barn ar mareoù-se gant hon doare gwelout a-vremañ. Mare ar c'hladdalc'helezh eo c'hoazh daoust ma santer emañ ar bed o kemm. Alies e seblant an darempredoù etre an noblañs heñvel eus ar pezh a c'heller ijinañ diwar-benn ar mafia : istorioù familh, emgleviou o cheñch-dicheñch hervez interestoù pep hini; emgannoù evit kaout beli war diriadoù a zegas galloud ha pinvidgezh, tretouriezh, feulster ha feiz-hall... Darempred duged Breizh gant kontelezh (pe Enor) Richmond a zo arouezious. Nouspet gwech e vo kollet hag adkavet gant Per.
Priz e fealded da roue Bro-Saoz hag ivez pal dibaboù'zo... Chom a raio betek ar fin unan eus abegoù politikerezh skouemp an duged etre an div rouentelezh. Un dra all a gaver heverk: pouez an Iliz e aferioù ar bed. Alies e weler ar Pab oc'h emelout e traù danzevel ha politikel-kenañ. Eskumunuget eo bet Per meur a-wech ha kemeret en deus bet perzh e brezelioù ar Groaz kouskoude betek mervel o tistreiñ eus unan anezho e 1250... Luziet an den, luziet ar mare, luziet an darempredoù etre ar galoudoù ha pegen luziet an darempredoù etre Breizh a Frañs. Ne zesker kat kalz tra a-zivout buhez an dud vunut, an ekonomiezh.
Istor Per eo, evel ma lavar an titl... un istor a dalv ar boan lenn hag ar lenner aes.
    

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire